ROAZHON WAR RODIGOÙ - 20 & 21 Mae 2017 ! 

Eus ar 21 betek ar 22 a viz Mae e vo dalc’het Roazhon war rodigoù evit an 34vet gwech



Aozet eo Roazhon war rodigoù gant Kelc’h Paul Bert gant sikour Kêr Roazhon. An digarez eo da reiñ enor d’ar roller e meur a vod e kreiz-kêr e-pad un dibenn-sizhun : redadegoù, baleadegoù, roller gwevn hag abadennoù ma c’hallo pep hini ober taolioù-esae, c’hoari ouzh ar re all, bezañ souezhet da-geñver un darvoud sport pobl ha digoust a vez kinniget bep bloaz.

   

Baleadegoù
- Ar Rodoù Dizalc’h, d’ar Sadorn 21 a viz Mae eus 18e00 da 21e00
- Ar Rando'pop, d'ar Sul 22 a viz Mae etre 11e00 ha 13e00

Redadegoù :
- Ar S’MI Roller, d’ar Sul 22 a viz Mae etre 9e00 ha 10e30 
- Ar Maraton Broadel Master, d’ar Sul 22 a viz Mae etre 9e00 ha 10e45 
- Ar Maraton Etrebroadel Senior, d'ar Sul 22 a viz Mae etre 15e30 ha 17e15, Kib roller tizh ar bed !

War Reper ar Jeneral de Gaulle, abadenn freestyle hag street ma vo roet digarez da amatourien ha tud a vicher war Roller/BMX

Tapit krog en ho poteier-ruilh hag en ho marc’h-houarn ! Nemet ha gortoz a rafec’h ken ho po selaouet alioù fur hor c’hasourien el lec’hioù ma vo roet un tañva eus ar Roller hag eus ar BMX !

Peogwir emaomp e Breizh he sevenadur pinvidik ne vo ket ankouaet ar sonerezh : ar Bagad Kadoudal eus Gwern-ar-Sec’h, hag ar c’henstrollad Stereophonk a zegaso ul liv elektro !

 

Keleier : www.rennesurroulettes.com / www.facebook.com/rennessurroulettes.com / https://twitter.com/CPB_RSR