ROAZHON WAR RODIGOÙ A BIGN UHELOC’H !
Eus ar 25 betek ar 26 a viz Mae e vo dalc’het Roazhon war rodigoù evit an 31vet gwech
Aozet eo Roazhon war rodigoù gant Kelc’h Paul Bert gant sikour Kêr Roazhon. An digarez eo da reiñ enor d’ar roller e meur a vod e kreiz-kêr e-pad un dibenn-sizhun : redadegoù, baleadegoù, roller gwevn hag abadennoù ma c’hallo pep hini ober taolioù-esae, c’hoari ouzh ar re all, bezañ souezhet da-geñver un darvoud sport pobl ha digoust a vez kinniget bep bloaz.
ABADENNOU A BEP SEURT :
Redadegoù - Troioù-Bale fitness - Sevenadur ar straedoù
Ar Rodoù Dizalc’h, d’ar Sadorn 25 a viz Mae eus 18e00 da 21e00,
ur bourmenadenn d’ober anaoudegezh gant lec’hioù dic’hortoz Roazhon !
Distro e vo ar S’MI Roller, ur redadeg evit ar blijadur ma ’z eus, hag a oa bet lañset e 2010. Etre mignoned, e c’haller redek enep ar c’hronometr d’ar Sul 26 a viz Mae etre 9e00 ha 10e30. Diouzhtu war-lerc’h e vo lezet plas d’ar familhoù evit ar Rando’Pop, anezhi abadenn diazez ar gouel hag a bed holl Roazhoniz da ruilhal gant plijadur e-pad 2 eur d’ar Sul 26 a viz Mae etre 11e00 ha 13e00.
D’ar Sul 26 a viz Mae e vo tro ar gevezerien gant ar Maraton Broadel Master, adalek 14e00, ha goude-se, da 15e30, ar Maraton Etrebroadel Senior hag a gont evit Kib roller tizh ar bed.
Dont a ray Reper ar Jeneral de Gaulle da vezañ un dachenn freestyle skating !
Dalc’het e vo an Night Session adarre, d’ar Sadorn 25 a viz Mae adalek 21e00, gant : Half-Pipe Show !
Fellout a ra deomp delc’her an dachenn riklañ disaotr ha brudañ unan obererezh ekokeodedour sevenet ganeomp e 2012 :
bez’ e vo kannaded an diveskañ lastez er gêriadenn !
Tapit krog en ho poteier-ruilh hag en ho marc’h-houarn ! Nemet ha gortoz a rafec’h ken ho po selaouet alioù fur hor c’hasourien el lec’hioù ma vo roet un tañva eus ar Roller hag eus ar BMX !
An darvoud-mañ, aozet en un doare nevesaet gant Kelc’h Paul Bert gant ur spered dezhañ e-unan, evit ar blijadur hag ar fest, ar gouron hollvrudet evit a sell ouzh ar sportoù riklañ.
Piv en deus lavaret e oa lezet Roazhon war Rodigoù da vont dizalc’h e rod...
- KELEIER -
www.rennesurroulettes.com / www.facebook.com/rennessurroulettes.com